Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Keleier an holl radioioù

EAG-OGC Nizza war eeun war hor radioioù!

Gant War Raok Gwengamp 'vo degemeret OGC Nizza 'benn dimerc'her da 7e noz! Ur match etre daou glub 'zo 'ba penn uhelañ kampionad Lig 1 melldroad abaoe penn kentañ ar bloavezh... Ha dreistholl skipailhad Nizza 'neus disoc'hoù ken mat ha PSG ha Monaco. Bec'h 'vo warno 'ba Gwengamp war dachenn Roudourou surmat! 'Vit bevañ ar c'hrogad war eeun, selaouit Arvorig FM, Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened adalek 6e45, dimerc'her 30 a viz du. Displeget 'vo ar match gant Gael Helary eus Radio Kerne hag Erwan Blanchard eus Arvorig FM.



Ar c'heleier-holl