Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Keleier an holl radioioù

EAG-Stad Roazhon war eeun war hor radioioù!

Etre War Raok Gwengamp ha Stad Roazhon 'vo c'hoariet titl kampion Breizh melldroad Lig 1 ar bloaz 'mañ. Hag ar maout 'yaio, surmat, gant ar skipailh a c'hounezo ar Celtico 'vo c'hoariet 'benn disadorn war dachenn Roudourou 'ba Gwengamp. Ur derbi etre daou glub 'zo e penn uhelañ ar c'hlasamant Lig 1 hag a vo displeget gant Gael Helary hag Erwan Blanchard war eeun eus Gwengamp adalek 7e45. War Raok Gwengamp ouzh Stad Roazhon 'benn disadorn war Radio Kerne, RBG, RKB, Arvorig FM ha RadioBreizh.bzh



Ar c'heleier-holl