Manifestet vo a-benn disul e tal an enez Berder
Gant Jean-Christophe Kordailhat, ezel deus ar strollad politikel UDB er Mor-bihan. Un atersadenn gant Yuna Kojan. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn : Marteze e vo ledanaet ar c'heulfe da 6e d'ar vro en he fezh. Ur seminar gant an holl Vinistre-zed ha Sekretoure-zed-Stad a vo dalc'het hiriv, a-benn divizout deus politikerezh er bloavezh 2021 Ne vo ket ruz ar c'hig-moc'h ken adalek ar bloavezh 2025, ma vez difennet implij an nitrit er charkuterezh. Ur goulennaoueg war ar c'hanab da ziduiñ a zo bet lakaet en linenn hiriv gant ur vision titouriñ ar Parlamant. Goulenn a raio Kentañ-Ministr Iwerzhon digarez, evit an 9 000 krouadur marvet etre 1922 ha 1998, en tier katolek da zegemer ar mammoù o-unan.