Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Deomp dezhi ! Abadenn ar vugale

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur !

Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù brudet, evel hini Ulysse ha reoù Jules Verne,

Deoc'h eo an abadenn : skrivit pe telefonit deomp m'ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc'hemennoù (dreist-holl) d'ober !

31 munut

Abadenn diwezhañ 26.06.2019

Ur yourtUr yourt

Er stepenn vras du-hont

Tunvezh ha Benjamin a zo bet 'veajiñ e Mongolia ! Ya, gwir eo ! Da zigentañ 'oant bet o pourmen e Oulan-Bator, kêr bennañ ar vro, ha goude-se neuze 'oant bet er stepenn. Desket o deus ur bern traoù : sevel yourtoù, mont da chaseal gant laboused-preizh ha fardañ boued deus ar vro. Hag ur rimodell a zo bet kontet dezho memes !

Kas ur gemennadenn