Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Diviz "dilennadeg prezidant 2012"

war eeun eus mediaoueg Kemper

Penaos en em dennañ eus an enkadenn arc�hant hag ekonomik ? Peseurt politikerezh evit al labour hag ar goproù ? Penaos dont a-benn da vevañ ma welomp koust an energiezh o kreskiñ ?
Daoust hag-eñ e rankomp digreizennañ muioc�h ar vro, pe get ? Petra 'vo graet eus al lezenn bet votet diwar-benn adkempennn ar broioù e 2014 ? Ha kadarnaet e vo Karta europa ar yezhoù rannvro ?
Setu un nebeut goulennoù a vo savet - e brezhoneg - ouzh dileuridi ar re war ar reñk evit mont da brezidant.
A-du pe a-enep ? Plas a vo ivez evit an tabud kenetrezo, evel just !
war al leurenn e vo
Evit Nicolas Sarkozy (UMP) : Hervé Guélou, maer Plufur (22), kuzulier rannvro
Evit François Bayrou (Modem) : Daniel Hascoët, eil-maer Ploneour-Lanwern (29)
Evit François Hollande (PS) : Marc Andro, eil-maer Kemper (29)
Evit Eva Joly (EELV) : Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kêr Plouzane (29), kuzulier BMO
Evit Jean-Luc Mélenchon (FG) : André Le Gac, bet kuzulier departamant e kanton Daoulas (29)
Ar Front National (Marine Le Pen), Debout la République (Nicolas Dupont-Aignan),
an NPA (Philippe Poutou, LO (Nathalie Arthaud) ha Solidarité et Progrès (Jacques Cheminade) n�o deus ket respontet d�ar bedadenn zo bet kaset dezho
Selaouit an diviz war al lec�h*, lakait ho radio war elum, pe taolit ur sell ouzh internet :
War eeun war ar 4 radio kevredigezhel e brezhoneg : RKB, RBG, Radio Kerne pe Arvorig FM
War eeun war ar chadenn dele e brezhoneg war internet : www.brezhoweb
War eeun war lec�hienn ar 4 radio e brezhoneg : www.radiobreizh.net
Skignet d�ar 14/04 (10e30 mintin) ha d�ar 15/04 (12e30 ; 10e30 noz) war Tébéo

56 munut

Abadenn diwezhañ 10.04.2012

Diviz "Dilennadeg prezidant 2012" - Lodenn 2

Daoust hag-eñ e rankomp digreizennañ muioc�h ar vro, pe get ? Petra 'vo graet eus al lezenn bet votet diwar-benn adkempennn ar broioù e 2014 ? Ha kadarnaet e vo Karta europa ar yezhoù rannvro ?
Selaouit respontoù :
- André Le Gac, bet kuzulier departamant e kanton Daoulas (Evit Jean-Luc Mélenchon (FG) ;
- Hervé Guélou, maer Plufur (UMP - evit Nicolas Sarkozy) ;
- Marc Andro, eil-maer Kemper (PS - evit François Hollande) ;
- Daniel Hascoët, eil-maer Ploneour-Lanwern (Modem - evit François Bayrou) ;
- Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kêr Plouzane, kuzulier BMO (EELV - evit Eva Joly) ;
Ar Front National (Marine Le Pen), Debout la République (Nicolas Dupont-Aignan), an NPA (Philippe Poutou, LO (Nathalie Arthaud) ha Solidarité et Progrès (Jacques Cheminade) no deus ket respontet dar bedadenn zo bet kaset dezho.
Un diviz kaset da benn gant Lionel Buannic ("Brezhoweb.com" war internet) & Anne Gouerou ("Keleier ar vro" war ar 4 radio & "radiobreizh.net" war internet)