Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Amañ ha pelloc'h

hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti

Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret ew etre 11e ha kreistez, daet genom àr hentow er Mor-Bihan, pé pelloh a-wezhadow, d'en ém gawet ged tud er vro aveid ur pennad-kaos pé ur weladenn. Disoloet vez tud neusen: arzourian/-ezed, peisanted/-ezed, ha razh en dud 'deus traow dedennus da lâred... ba brezhoneg, ha disoloet vez lehiow éwez: mirdiow, kumuniow, hag en oll lehiow a faota da vrezhonegerian/-ezed 'zo hon lakaat da zisolo.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.

28 munut

Abadenn diwezhañ 08.05.2018

REDADEG 2018 2/5

Setu un heulidadenn abadennoù en arbenn ag ar Redadeg 2018, kensavet get skipailhadoù ar 4 radio.
- Tristan Nedeleg a zo perzh e skipailhad aozin ar redadeg en Oriant.
- kronikenn "brezhoneg liesliv" get Nolùen Buhé, Annie Ebrel, Marthe Vassallo é komz deomp ag ar brezhoneg er sonennoù.
- Raktresoù 2018 : Dewi Siberil da gomz ag ar raktres Hentoù Treuz.
- Rakresoù argantaet e-raok : ar film Noz savet get skipailhad Kalanna Production.
- Kilometrad souezhusan ar redadeg : envorennoù Bernez, e Kemper.
Sonerezh : "Foeter Breizh" get Dom Duff - "Petra faot dit laret" get Krismen ha Skolajidi Diwan Plijidi.

Kas ur gemennadenn