Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Sinema

Kaset da benn get Jean-Claude ar Ruyet.
Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da reiñ deomp ali ha sklerijenn àr ar filmoù nevez da welet er salioù. Un digarez da brederiañ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.

5 munut

Abadenn diwezhañ 17.03.2017

La confession

SIN-170317-LA CONFESSION.docx

LA CONFESSION
Ur film sevenet gant : Nicolas Boukhrief (2017).
Gant : Marine Vacth, Romain Duris.

Pemzeg deiz so e oa bet lennet e Badenn pennadoù kavet e kannadig ar barrez kent ar brezel 14, ur c'hant vloaz so bennag. E brezhoneg penn-da-benn. Hanw oa bet a zarvoudoù a beb sort degouezhet er barrez. Da skwer donedigezh Loeiz Herriaou, rener ar gelaouenn Dihunamb, d'ar 5 a viz Kala-Gouiañv 1911. Estonet e oa bet an oll, hervez ar gannadig, é kleved "ur peizant" é komz ken splann d'ur pewar-c'hant bennag a dud er sal. Lâred a rae Loeiz Herriaou derc'hel gant ar brezhoneg, ar pezh na barrae ket d'an dud a zeskiñ galleg. Kant vloaz goude, setu ma ne chom hiziw nemed un dornad tud hag a zo gouest da gompren ar pezh a oa bet skrivet gant beleion an amzer-se. Piw a oar pesort yezh a vo komzet e Badenn a-benn kant vloaz a-vamañ ?
Perag e komzan deoc'h a gement-se, pa faota din lâred ma soñj deoc'h a-zivoud ar film La confession, an drived savet diwar romant Béatrix Beck (Léon Morin, prêtre, 1952) ? Marse a-gaoz ma ta soñj din ag ar pezh a lâre Michel Foucault, diwar-benn emdrôadur an denelezh. Peb den a lâr Foucault dre vraz, zo produ e amzer, beuzet m'ema en ur stignad (un dispositif) henn laka d'ober ha da soñjal evel e gempredidi. Ar stignad-se é voud an oll draoù a gav an den en-dro dezhañ, kredennoù, sevenadur, renad politikel, soñjoù ar gevredigezh, ar skol, ar labour ha kement a zo. Heb gouied dimp e soubomp oll en ur bed unliw ha tapoud a raomp ar liw-se a-vihan hag hon buhez-pad. A-gaoz d'ar stignad-se, hervez Foucault, n'hellomp ket barnañ an dud o deus bevet dindan ur stignad nad eo ket an heni a-hiziw. Da skwer e komz Foucault a Wagner hag a oa, evid tud e amzer, ur skwer ag ar pezh a oa ar gwellañ neuze en Alamagn hag en Europ dre vraz : Wagner ne zebre ket kig, ne oa ket akord evid ma vehe troc'hataet ar loened evid o studial hag enebyudew e oa ouzhpenn. N'eo ket tre evel-se e welomp ar bed hiziw, evid ar poent diwezhañ d'an nebeutañ !
Daet soñj din neuze ema ar film-mañ unan hag a daolenn un dra nad eo ket mui ag hon amzer-vremañ. Istoer ur vaouez yaouank, e-pad ar brezel diwezhañ, ur plac'h komunist, dizoue, hag a ya a-benn-kàer da lâred traoù eneb d'an iliz da veleg nevez he farrez, tre beteg ar gadoer-kofes. Ne ouie ket e tahe da gariñ ar beleg-se goude.
N'ankouomp ket e oa ar vro katolik a-grenn d'an amzer-se. Hiziw, pa zegouezh ur garantez a-sort-se etre ur plac'h hag ur beleg e kuita ar beleg e garg heb chomel pell da dortal. Stank eo ar skwerioù a gement-se. N'omp ket mui neuze gant ar memez tro-spered, gant ar memez "stignad".
Nawazh em eus kavet interesuz-braz an dual etre ar beleg, Léon Morin, c'hoariet gant Romain Duris, hag ar plac'h, Barny, Marine Vacth. O daou e ta braw an diviz gante, adal ar penn kentañ beteg ar fin. Daoust ma nend eo ket bet heuliet ar romant toutafed, e welomp ar stourm terrubl a zo bet e speredoù an daou zen. Diazezet eo ar romant war ar pezh he doa bevet ar skrivagnerez. Un deg vloaz bennag e-raog mervel e 2008, hi ' doa lâret Béatrix Beck e oa bet louc'hañset kalz gant ar pezh he doa-hi bevet ez-personel. "Heb gouied din marse e oan é klask Doue, a lâre-hi. Krediñ a ran e oan waet da gavoud ar beleg yaouank-se rag ma oan é klask tostaad douzh un den, un den uhelloc'h egedin. Ha kreñv e oa hennañ, pa ne oa ket daet war an hent am boa-me c'hoant d'henn kas ganin..."
Jean-Claude Le Ruyet.20170317c.203F.