Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Staj Radio e KEAV gouere 2013

Ar skipailh a bezh. Animatourien ha stajidi

e KEAV (kastellin, 08-12 a viz gouere 2013) 'meump animet ur sizhunvezh staj radio. Mont war an dachenn, implij ar binvioù son, deskiñ frammañ, skrivañ kronikoù, komz ouzh ar mikro, sevel abadennoù, sed aze programm ur sizhun plijus ha karget mat war an dro! 13 den oc'h heuliañ ar staj, c'hoarzhadegoù ha labour founnus! Sed aze disorc'h ar pennadoù kaset da benn.
Gourc'hemennoù d'an holl hag dreist holl d'an tri c'hrennard a oa ganeomp, Melena, Aodren ha Clement!

45 munut

Abadenn diwezhañ 08.08.2013

Erwan Oc'h atersiñ René FerecErwan Oc'h atersiñ René Ferec

Erwann Sparfell o prepariñ unan eus ar 15 pennad komz 'neus kaset da benn e pad staj KEAVErwann Sparfell o prepariñ unan eus ar 15 pennad komz 'neus kaset da benn e pad staj KEAV

Diskouarn O Nijal René Ferec : bouetañ ar bed holl, ouzh mikro Erwan Sparfell

René Ferec zo prezidant ar "c'hollectif 29 pour la souveraineté alimentaire dans les pays du sud et en Europe". Eskemm a ra gant Erwan Sparfell war kudennoù ar boued er bed.