Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Gouel sinema Douarnenez 2013: Rromed, Termajied ha beajourien

36 vet festival sinema Douarnenez, gouestlet da minorelezhioù ar bed.

60 munut

Abadenn diwezhañ 30.08.2013

Rromed, Termajied ha Beajourien e festival sinema Douarnenez (5)

Bep bloaz e c'heller e Douarnenez digeriñ e spered hag ober anaoudegezh gant pobloù minorelaet deus ar bed holl dre filmoù, diskouezadegoù ha tabutoù. E 2013 e oa pedet er gêr penn-sardin ar Rromed, an Dermajied hag ar veajourien. E-giz bep bloaz zo bet resevet testoù hag arbennigourien, ouhzpenn war tem pennañ ar Festival: deuet zo bouzared, realizatourien rouman, bretoned krouer, ha tud etre meur a identelezh revel.
Abadenn ziwezhañ:
-Gerhard Baumgartner, kazetenner hag historour arbennik war an Romed e-pad an Eil Brezel Bed
-Diana Titsa, sonerez piano hag ograou e Roumania
-Merwyn Sauerbrey, festivalour entannet!
-Maelan Joubin, prizier filmoù evit ar sizhunvezh
-Fañch Oger evit gouzout piv eo ar Romed
-Morgane Bramoullé evit deskiñ deomp ar pep retañ war an dud etre daou rev.
-Mael Kerzhero, Melena Marzin hag Aodren al Lann, da dañva muioc'h ar festival deus e galon.
ha Gael Helary ouzh an daol deknik