Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Gouel Breizh

Fête de la Bretagne

Gouel Breizh 2016

Etre ar 14 hag ar 22 a viz Mae da zont, da-geñver Gouel Breizh, oc'h pedet d'ober anaoudegezh gant ur vro liesseurt, nevezus ha laouenek dre gantadoù a abadennoù fest hag ijin enno. Sonerezh, c'hoariva, c'hoarioù... E www.fetedelabretagne.com e kavoc'h ar programm en e bezh, kêr-ha-kêr, e Breizh hag e lec'h all.
An holl abadennoù radio gouestlet d'an darvoud a vo kavet war Radio Breizh evel just : amañ !

Abadenn diwezhañ 02.05.2016

Bomm bruderezh 2016

Abaoe dilun tremenet e vez klevet ur spot skingomz e brezhoneg evit brudañ Gouel Breizh 2016 war gwagennoù Arvorig FM, Radio Bro Gwened, Radio Kerne ha Radio Kreiz Breizh.