Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Gouel Sinema Douarnenez 2014 Indonesia Papoua treuzgenaded hag etrerevidi

GOuel sinema Douarnenez 2014

edito ar rener Yann Stephant e levr ar festival:
Plaouiañ, diskouez, dispenn, bouchiñ hag entaniñ sinemaioù ar bed, an holl vedoù, a ra Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Amsellet ha talvoudekaat ar pobloù, ar minorelezhioù, an hiniennelezh lakaet war- wel a ra ivez. Met en tu-hont da-se e tegemer, e vign hag e voumoun an dud pedet : Aborigened, Tud Vouzar, Papoued, Kanaked, Rromed, Beajerien, Maoried, Katalaniz, Bretoned, Etrereviaded hag all... Difin, met choazet mat eo ar roll. Amañ hag ahont eo bet piket o c'halonoù dezho holl, hervez choant skeudennoù, kaozioù, selloù ha serroù-la- gad, spinoù ha langachoù, mignoniezh, met ivez breuriezh.
Seizh vloaz ha tregont zo emañ hor chevredigezh gant ar memes soñjoù : nach kement a zo bet raksoñjet, ragarchantaouet, chalket hag esmoret en a-raok, ha mirout a glask spicheriennoù beurvat a-fet si- nema broadel, hep na vefe bet an disterañ preder war an traoù bevet hag al leurenniñ ; an digended skars, hag etrezomp hon-unan. Ur ger, bet dibabet ganeomp a rankfe bezañ skrivet war ar riblenn draoñ, da dermeniñ mat an degouezh-se : « Lyannaj », a dalvez kement ha liam- mañ, skoulmañ ha bevañ a-gevret e kreoleg, kaerat yezh. Filmoù fal- tazi, teulfilmoù, skeudennoù bev pe difiñv, parlantoù, kejadennoù, len- negezh, sonadegoù eus un enezenn deben, da rannañ laouen hervez choant ar blasenn hag ar gêr... Eskemm, sed aze ur ger-stur a-zoare ma zo unan, hag evel-just ne vimp ket sevennaet betek re, er chontrol- bev, youl ha startijenn a vo ganeomp !
Pobloù Ebezeg Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua a bed Gouel ar filmoù er bloaz-mañ. Meskailhet eo istor ha planedennoù pep hini, evit ar gwellañ degouezh pe falloch evit fall. Minorelezhioù all gwas- ket o sevenadurioù, a samm kement a reont, a zo bet pedet adarre, an heñvelreviaded en o-zouesk, gant hor mignon(ez) Vincent Guillot, un (d)treizher(ez) soñjoù a-feson, ur brezelour a dal ouzh ur gevredigezh a nach an etrereviadelezh ; ha gwashoch, a vachom, a vourev, a hes- kenn, a frigas korf ha spered, och implij digarez toull « lezenn ar ge- nadoù ». Ar re Vouzar avat neo ket aesoch dezho, pa rankont talañ ouzh ensavadurioù a zalch da wareziñ kozh reizhennoù stultennek, re- diañ an eskemm dre gomz da skouer, pe choazh broudañ dan em- plantennoù kokleel.
Birvilh a zo e Douarnenez evit a sell ouzh ar sevenadur breizhat hag ar yezh, ar brezhoneg evel-just. Bev-mat int, laouen, a-genlusk gant ur gêr a chom plom en he sav, a-drugarez da nouspet kevredigezh ivez. E- kerzh ar Festival e challo neb a gar beajiñ da-geñver ur parlant e bre- zhoneg, ha treuziñ ar blasenn da vont da derriñ e seched ouzh taol- gont tavarn Diwan. Er salioù sinema e vo brezhoneg ivez, a-drugarez dar Meuriad Bras, a zo anezhañ teñzor bloaziek ar chrouiñ filmoù e Breizh.
Mignoniezh etre tud a zo diwanet a-hed ar bloavezhioù, ur vi- gnoniezh arzel ivez, liammoù don a zo bet skoulmet. Ar Meuriad bras eo gouron ha lusker an istor-se, al « Lyannaj » bet krouet, an avañtu- rioù sinematografek, politikel, a gened, ha kridiennoù ar bed, spinet gant keleier, kent o ankouaat ; Timbuktu da skouer gant Abderrahmane Sissako, a gont disailhadenn folled Doue e Bro-Vali.
Penaos chom hep trugarekaat a-greiz-kalon, Eric Premel, bet ken degemerus, brokus, ul loaidig a follentez tener dezhañ, ha kemend-all a blijadur o vont a-hed hag a-dreuz gwenodennoù. Ur salud a vreuriezh dur mignon mourennek, aet dar bed all, pa oa bet, da heul inizi ha mi- norelezhioù o hadañ perlez a zeneliezh

60 munut

Abadenn diwezhañ 08.09.2014

gouel sinema douarnenez 5 gwener

Melena Helias, Yann Simon, Laetitia Fitamant, Gael Helary, Valerie Kervella, Morgane Bramoullé ha Lou Millour bodet tro d'an daol evit splujañ e temoù pinvidik gouel DZ ar bloaz mañ.
Da glevet en abadenn:
Ur poent geo-politikel war Papoua ar c'hornog trevadennet gant indonesia
Ar vugale o treiñ ur film e pad ar gouel
ITW:
Tamara soukota eus indonesia. Interview troet eus ar saozneg d'ar bzg gant stefan Moal
Mami Yuli, ur waria (treusreviadez) interview troet e bzg gant Morgane Bramoullé
Kronik filmoù:
Bilañs ar sizhunvezh er gouel.
SETU ECHU AR SIZHUN, MERSI BRAS D'AN HOLL HA... FREE WEST PAPUA!!!!!!!!