Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Re bell ganti

An abadenn-mañ a ya re bell ganti ! Kronikoù diwar-benn ar bed tro dro deomp, tabutoù gouestlet da sujedoù ar mare, tud pedet evit degas o soñj arbennig, sell Morgane ha Laetitia war keleier ar bed : un eurvezh hanter aktu, mousfent ha preder deus al Lun d''ar Gwener etre 4e30 ha 6e goude merenn.

59 munut

Abadenn diwezhañ 17.10.2017

Dorioù-digor Yezhoù ha Sevenadur

Digwener ha disadorn en doa Radio Kerne staliet e studio e Sant Ervlan da geñver dorioù digor ar greizenn Yezhoù ha Sevenadur. Ur greizenn da zegemer al lodenn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù a labour e brezhoneg e meurgêr Naoned, ur greizenn da vodañ ar vrezhonegerien, da laka 'nezho da zeskiñ e brezhoneg e vagouri, er skol, er skolaj, da zeskiñ ar brezhoneg e Skol an Emsav, e kentelioù an Noz, da lenn e brezhoneg e levraoueg KDSK, ha da eskemm ha da vevañ en hor yezh en ul lec'h boutin.
Visant Roue deus Ofis publik ar brezhoneg, Lena Louarn, eil brezidantez Rannvro Breizh en karg eus yezhoù Breizh, Pêr-Emmanuel Marais, kuzulier kêr ha meurgêr Naoned ha Tangi Manac'h, prezidant Yezhoù ha Sevenadur a zo bet aterset gant Morgane Bramoullé ha Tunvezh Wloaguen-Grandjean.
Teknik : Lou Millour