Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ar brezhoneg zo 'tont war e giz

C'hoari biz-meud entre Gwengamp ha Karaez, sammet e-barzh oto ur plac'h kozh deus Mêl-Karaez. Hag ar gaoz en-dro. Ha da vont 'trezek ar skolioù brezhonek, an dud yaouank pe gozh a zo o teskiñ ar yezh : "ar brezhoneg zo 'tont war e giz, eme an hani gozh a-greiz-tout, se zo un dra vat !"
Petra kronikenn eo homañ ? Sell un den pe meur a hani war un tamm deus istor ar stourm(où) evit ar brezhoneg adlañset goude ar brezel diwezhañ, un digarez d'ar vrezhonegerien ha d'ar brezhonegerezed da adperc'hennañ un tammig deus istor sokial o yezh, kement ha kaout ur sell sklaer ha kritik war an amzer-vremañ hag an amzer da zont...

8 munut

Abadenn diwezhañ 17.04.2018

Raktres lezenn ar gomunisted (1947) ha sinadeg Emgleo Breiz (1966-1967)

Gant : Yann-Bêr Piriou, Fañch Broudig

Ur gronikenn verr da lakaat ar gaoz war ur raktres lezenn a oa bet graet gant ar gomunisted e 1947 ha war ar sinadeg vras a oa bet graet diwezhatoc'h gant Emgleo Breiz, e 1966-1967.

Gerioù alc'hwez : danvez lezenn, Marsel Cachin, Marsel Hamon, Claude Jaffrès, Tanguy-Prigent, lezenn Deixonne, sinadeg, Emgleo Breiz.