Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Tarzh an deiz

Kafe, te, chokolad, chuk frouezh, pe me oar-me petra c'hoazh... ouzhpenn boued korf zo ezhomm da gaout evit kregiñ mat gant an devezh. Abadenn kentañ an deiz eo Tarzh an deiz. Kaset e vez da benn gant Brieg Moal ha Morgane Bramoullé, bemdez eus al Lun d'ar Gwener, etre 7e30 ha 9e30.
Reportajoù graet war an dachenn e bro Gerne, kronikoù kinniget gant tud ampart, atersadennoù gant bugale er skolioù, pennadoù-kaoz disheñvel bemdez gant tud eus ar vro, levrioù, sonerezh, sinema, gouelioù, stajoù pe kinnigoù-labour... boued fonnus ha liesseurt a vez degaset gant ar skipailh.
Lusk a vez roet d'an abadenn ivez gant ar flash keleier "Keleier Ar Vro" fardet gant kazetennerien ar radioioù er rouedad (Arvorig FM, RKB, RBG ha Radio Kerne).
Evit echuiñ e vo lâret ur ger ivez war al labour graet gant Gael Hélary evit dibab sonerezh Radio Kerne: ur programm a-feson a vez adkavet e-barzh an holl abadennoù.

11 munut

Abadenn diwezhañ 18.12.2015

Mona Jaouen, Me va unan

Mona Jaouen he deus graet ur weladenn deomp e studio Radio Kerne evit kinnig he fladenn ziwezhan 'Me va unan'. Graet hon eus anaoudegezh ganti er bloavezhioù 70 er strollad rock Storlok. Ha dibaoe n'eo ket paouezet da ganañ...