Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ne vimp ket gwerzhet

Bemdez e vezit degemeret gant Lou Millour ha Laetitia Fitamant : plijadur o devez kalz met ne bad morse pell a-walc'h an abadenn bemdeziek 'soñj dezho.
Peogwir emaoc'h o lenn ar pennad e brezhoneg, ne dalv ket ar boan treiñ deoc'h an titl e galleg, trawalc'h eo displegañ ma talvez "arabat kontañ gevier deomp, arabat soñjal omp tud sot".
Aze e c'hellit muzuliañ ar garantez o deus an div blach evidoc'h, selaouerien ger.
Bemdez neuze, un tammig eus tout : reportajoù, kronikoù, profoù da c'hounit ha dreist-holl sonerezh a-feson. Torr-penn e c'hell bezañ a-wechoù klevet ur ganaouenn pe un ton, kavout se brav ha chom hep gouzout petra 'oa : arabat ober biloù, Lou ha Laetitia na c'hellont ket chom pell hep brudañ o arzourien muiañ karet.
Laouen, plijet, displijet, fuloret ? Grit ho holl evezhiadennoù d'ar merc'hed dre o chomlec'h mail. Kontant e vezont atav da gaout evezhiadennoù war o labour !

Kas ur gemennadenn