Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Bro Naoned aterset

Keleier Bro Naoned ouzh mikro Marianne Vaidie.

12 vunud

Abadenn diwezhañ 23.10.2020

Atersadenn Tifenn Merien : Ul levr nevez embannet gant Timilenn

Gant : Tifenn Merien

Juluan hag al Louarn ! Setu anv al levr nevez deuet maez gant an embannadur Timilenn. Tifenn Merien zo prezidantez kevredigezh an ti-embann, deuet eo da gontañ da Varianne Vaidie penaos eo bet kaset da benn al labour treiñ e brezhoneg levr Joe Todd-Stanton. Ul levr evit ar vugale 'ni eo evel Sekred ar c'hazh embannet gant Timilenn e 2019 !
An ti-embann yaouank a vo gwelet e Saloñs al Levrioù e Karaez an dibenn-sizhun-mañ ! Gall a reot dont da gaozeal gant tud ar gevredigezh ha prenañ o levrioù war-eeun diganto.