Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Trouz ha safar...

Trouz ha safar ha musik àr un dro
Istoerieù kontet, musik choejet get Gentas Buhe
E-pad en ugenad minud bannereh radio Gentas Buhe e gannig doh de gleùet istoerieù tennet ag el lennegeh a vremeñ aveit er vugale. En istoerieù-señ e zo troet e breton geton ha guisket anehe get musik e blij dehon. E fin en abadenn e ve dizolet en titreù ag el levrieù ha pladenneù CD bet kleùet eraog. El un tammi' troh ema er bannereh radio-señ aveit er cheleùerion iuvank hag o zud e-pad o deùeah. Un tammi' troh de huinéal en hur zizolai un istoer neùe pe cheleù doh musik dishañval doh e re kleùet a-liesañ.

20 munut

Abadenn diwezhañ 23.11.2020

00070 NASREDDIN HODJA00070 NASREDDIN HODJA

00070 NASREDDIN HODJA

00070 NASREDDIN HODJA
Un heulliad istoereù feintus a ziar-benn Nasreddin Hodja e vo klewet añzeñ. Brudet braz é Nasreddin a-ouré pell pell zo er broieù j't'el en Turki, en Iran pe er Pakistan. Ul lod ag en dud e lar penaos eon des béwet é Koufa (kreisté en Irak) én eihvet kanvet. Ul lod erall e lar penaos eon des paset é vuhé én ur heriadeig én Antoli (Turki). Hag ér fein, ul lod erall e lar penaos éma bet interet Djeha (é añw ér broieù er Maghreb) én Algeria. Ker brudet é istoerieù Nasreddin n'int ket kontet bedag penn ha pe kwoh ve klewet ged dud er vroieù-señ : « Diwall, hañval é en afer-meñ aveit istoer Nasreddin hag en tach. ».