Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Bac'het en ti

An abadenn nevez gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, Bac'het en ti, abadenn ar c'henfinañ.
Serret eo studioioù Radio Kerne ha Radio Naoned met dalc'het hon eus da eskemm etrezomp dre Skype ha Discord, eskemmet hon 'neus kantadoù a jifoù hag omp en em aozet evit gellet adober un abadenn pemdeziek, pep hini deus e du gant an dafar a c'hellemp staliañ er gêr. Kalite ar son ne vo ket ken uhel anat deoc'h met a-drugarez d'an teknologiezhioù hiniennel a zo a galite uheloc'h uhelañ e c'hellimp kinnig deoc'h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù a-bep seurt en hantereurvezh abadenn-mañ.

90 munut

Abadenn diwezhañ 04.06.2020

Adkroget ganti #8

An abadenn savet asambles gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Anton Burel, kuzulier kêr e Kentreg zo ouzh mikro Marianne Vaidie.
Claire Cariou deus toullet kaoz gant Laeticia Fitamant diwar-benn ar spered zero lastez a teu anatoc'h-anatañ e penn an dud.
Mikael Bihannig ouzh mikro Enora Molac eus Radio Bro Gwened evit kaozeal eus ar pardonioù.
Kronikenn Labous Web gant Gwenn Meynier diwar-benn an Arload Stop Covid.
Keleier gant Tudual Carluer