Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Atalieroù Radio Naoned

Radio Naoned a gas da benn atalieroù radio asambles gant skolioù, skolajoù pe liseoù ar vro. Amañ 'vez kavet an danvez produet gant ar c'hazetennerez hag ar gazetennerien yaouank.

Sonenrolladenn ebet

Abadenn diwezhañ 24.11.2020

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Cheñch penn d'ar vazh an abadenn #2

Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac'h.
Ha deuet int a-benn da ginnig deoc'h abadennoù deus ar c'hentañ.
Gourc'hemennoù dezho !
Evit an eil abadenn hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez.
Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Malala Youzafzai hag Hubertine Auclert ha deskiñ a raimp hiroc'h diwar o-fenn.
Animatourien·ezed : Amaia hag Appoline
Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Louisa ha Yuna.
Atersadenn Malala Youzafzai: Damien hag Awena
Atersadenn Hubertine Auclert : Louisa ha Bleuenn
Awena ha Louisa a ginnig deoc'h ar ganaouenn Sans contrefaçon kanet gant Mylène Farmer
Ethan ha Loann a ginnig deoc'h Si j'étais un homme gant ar rapourez Chilla.
Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d'ar skolajidi ha d'ar skolajadezed.