Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Liv an amzer

Un abadenn bemdeiziek, ag ar lun d'ar gwener, rubrikennoù a beb seurt enni, un daouzek bennak hag a vez enrollet get tud a youl vad.

D'al Lun :
- un dibab a rubrikennoù liesseurt.

D'ar Meurzh :
- "Istoer hor yezhoù" get Dominique Alain ;
- "War benn man glin e skrivan deoc'h", Daniel Carré ha Jo Morvan a-ziàr lizherioù Loeiz Herrieu kaset d'e vouez durant ar brezel-bras ;
- "Beaj, beaj" ;
- "Sonerezh".

D'ar Merc'her :
- "Etrezomp e brezhoneg" : kronnikennoù Job Jaffré er Liberté du Morbihan get Daniel an Doujet hag Annaik Lucas ;
- "Tro ar skolioù" : emgavioù get bugale ar skolioù diyezhek ha Diwan ;
- "Ar spered 'barzh an implij" : rubrikenn jardrinerezh get Monique ar Boulc'h ;
- "Beaj, beaj".

D'ar Yaou :
-"Brehoneg er Skorv" get Herri er Borgn: fessoniow da dreiñ geriow galleg ba bhg, get en troiow-lâret a ya da heul, serret getoñ hed-a-hed er skorv.
- "Lizheradur" : levrioù nevez ;
- "Keginerezh" : sekredoù get Thérèse Reunigoù, Marie-Cécile Belz....
-"Yehed", kronikennow medissinereh get Dr Alain Goulven.
- "Beaj, beaj".

D'ar Gwener :
- "E komz get Jo" : troioù-lared displeget get Jo Sergen ;
- "Kanit ar pezh a garit" : kanet ha displeget 'vez ur sonenn ;
- "Sinema" : presañtet vez ur film daet er-maez a-newez get Valérie Kervella.
"Ar Bed o Treiñ", kronikennow Laetitia Fitamant a Radio Kernew.
- "Beaj, beaj" ;

Musikoù liesseurt, embannoù festoù, atersadennoù a zo er roll-abadenn ivez, ouzhpenn keleier dait a beb korn ar vro.
Ha ma peus traow interessus da lâret, ket é dalempred genom, ni 'zo ni é klask àrlerh brehonegeresed -erian eit kontein dom ur veaj, bannein ur fest, ha rah en traow vehe mat da lâret ba 'n abadenn, enrollet én a-raok pé àr-éan mem!

52 vunud

Abadenn diwezhañ 24.05.2018

Liv an Amzer

Gant : Maksim Crahe, Korantin Peoc'h

E Mae 68 e voe micherourien ha studierien frañs er straedoù evit difenn menozhioù kevredigezhiel nevez, pe evit gwellaat o buhez labour. E penn ar Bed eo bet bev tre ar stourm ivez, lañset kerkent ar bloavezh 1967 gant ar baizanted. Korantin Peoc'h eñ a voe sindiket er CFDT 50 vloaz 'zo, o labouriñ evit ar stal Stad EDF. 28 bloaz voe eñ e 1968. 5 sizhunvezh 'n o padet o diskrog-labour etre mizioù Mae ha Mezheven. Un atersadenn kinniget get Tunvezh Wloeguen-Grandjean (Radio Kerne) selaouit adal 34'.

Ur staj brezhoneg a zo aozet adal an dibenn-suhun 'mañ za, hentoù treuz ar yezh, get abrennigourion àr an taolioù-mouezh, ni peus laret hirroc'h àr-eeun, lakit ho anv mard oc'h intereset, evit ar sadorn 2 ha 30/06, 30 euro evit an daou zevezh.
Kit e darempred get Maksim 06 15 19 77 75 mard och intereset !
Ha ma faotoc'h klevet hirroc'h, selaouit an abadenn da 9'.

Adskignadenn ur c'hinnig Sinema get Yann-Klaod Ar Ruyet, In the Fade anv ar film, de selaou da 24'

Adskigndenn hag Dasson an Ton get Izan Belz, skignet e penn kentañ an abadenn !

Tonioù :
- Cory Sezneg, Zanzibar
- Faya Gur, Biniou radikal
- I am a man of constant sorrow (O Brother)

Kas ur gemennadenn