Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

'Mod-se 'ma ha 'ma ket mod all

Un eurvezh miks tekno kinniget deoc'h gant djed gwelañ ar bed! Emaint o tont espres kaer evidoc'h selaouerien, eus ar sound system 716 lec'hiet e bro Gerne.
716: E penn kentañ ur strollad mignoned eus Kastell nevez ar Faou ha eus Kemper boaz da gas anezhi bep dibenn sizhun e festoù tekno digoust: "free-parties". Poen bennak o deus divizet prenañ dafar son hag aozan o nozvezhioù dehzo. E 2003 o deus dibabet an anv 716/c'est ainsi. Peogwir emañ mod se ha n'emañ ket mod all.
Tremen a ra ar bloavezhioù, Brasaat a ra skiant prenet al lamponed. Tamm ha tamm e kej ar strollad gant arzourien all, strollegezhioù all... pinvidikoc'h e teu da vezañ an eskemmoù, ar soñjoù, ar muzik.
E 2007, arru skuizh na vefe ket anavezet o arz, war bouez gant ur publik "tekno", e tisidont sevel ur gevredigezh: "C'est ainsi" a zo ganet. Pal ar gevredigezh se zo brudañ ha kas war raok an arzoù elektronek.
E-barzh ar skipailh e kaver tud gant skiantoù prenet liesseurt: Dj'ed, teknisianed ar son, Vj'ed, klinkerien gouelioù...) An holl bodet tro d'ur mennoz hepken: rannañ o muzik gant ar muiañ niver.
N'eo ket peogwir zo ur framm ofisiel ganto emañ 716 o vont da baouez gant ar festoù underground. Ober a reont eus un tu gouelioù free-party, digoust, mod kozh...ha eus an tu all abadennoù diskleriet, aotreet. Dastum a reont arc'hant bep ploaz da skouer evit restoioù ar galon dre an nozvezhioù tekno "écoutes ton coeur" e Kemper. Labourat a reont ivez gant skolioù ar vro war raktresoù diwall an endro.
Setu 716, tud yaouank mennet, brokus ha sot dreist holl gant ar Muzik gant un M bras.

73 munut

Abadenn diwezhañ 09.11.2012

Dj Loulito TheYob, (Epsylonn Squad) mix RAdio Kerne act 2

Ur mix nevez gt Loulito The Yob
Tracklist:
- Robbert Latumahina "Underwater" (sensory overload 14)
- Space Link "Now" (hypnotik dancefloor 009)
- Amon Tobin "Sordide" (ninja tune zen 36)
- Kriss Kross "Jump!" (Ruffhouse rcds 44)
- House of pain "Jump around" (tommy boys rcds 526)
- Buck "Broken bones" (dosis db 05)
- Bombardier "Syn - Adjust remix" (low res 017)
- Amon Tobin "Back from space" (ninja tune zen 70)
- Kovert "Soundboy" (damage 1203)
- Repeater "Poor health bad constitution" (damage 1205)
- Repeater "Last exit" (damage 1205)
- Bong Ra "Breaker 555" (djax x 707)
- Shitmat "Argos" (Planet Mu � ZIQ118)
- Satan "Reptile"
- Rotator "No surrenda!" free download here: http://rotator.bandcamp.com/track/no-surrenda-free-download
- Bath aide "Snowta bluff" (Sociopath Recordings � SRmp3 194) free download here: http://sociopath-recordings-releases.blogspot.fr/2010/11/srmp3-194-bath-aide-soft-wars.html