Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Reportajoù Keleier ar Vro

Reportajoù ar skipailhad kazetennerien.
Selaou an abadenn a-bezh : klikiñ amañ

2 vunud

Abadenn diwezhañ 23.09.2019

'Ba staot peizanted FDSEA Morbihan n'eus takenn gliflozat ebet !

Gant : Per Karval

N'eo ket difennerien an en-dro, ha lod eus al labourerien douar 'vit en em gompren. Sonjal 'ra, ar re mañ diwezhañ, e vez tamalet dezho pistriañ o c'henseurted. E kerzh an hañv o doe ur strolladig labourerien douar sindikad FDSEA ar Morbihan kaset int o-unan o staot da vezañ dielfennet. Respontiñ a glaskent ober da luskad ar staoterien glifozat, hag zoug klemm enep an holl re 'zo kirrieg da vezañ leusket ar pestisied-se skuilhañ en natur. E penn kentañ ar miz 'oe bet embannet an disoc'hoù gant labourerien douar an FDSEA : ha roud ebet na voe bet kavet deus molekulenn ar glifozat en o staot. Enebiezh a zo neuze etre reizhded pep analiz. Hini ar staoterien glifozat, hag a gas o staot da vezañ dielfennet en Alamagn gant al laboratouer Biocheck, hag hini FDSEA ar Morbihan, hag o doe kaset o staot da gêr Limoges.
Da zigarez ur staotadeg nevez, kaset er vro Vigouden ar wezh mañ, he doe Tunvezh wlagen-Grandjean goulennet e soñj digant Pêr Karval, deuet da reiñ e staot dindan evezh an urcher, asambles gant 32 zen all.