Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Kronikenn arz

ARZ

Dizoloomp bep sizhun un arzour klasel pe a vremañ.

5 munut

Abadenn diwezhañ 20.07.2010

portrait de Ferdinand Chevalportrait de Ferdinand Cheval

le palais de Ferdinand Chevalle palais de Ferdinand Cheval

ART 8 Ferdinand Cheval

Joseph Ferdinand Cheval, anavezetoc'h dindan an anvioù Ferdinand Cheval ha facteur Cheval (19 a viz Ebrel 1836 e Charmes-sur-l'Herbasse, Drôme � 19 a viz Eost 1924 e Hauterives) a oa ur paotr al lizheroù hag a gasas 33 bloaz eus e vuhez o sevel e « Balez peurvat » hag eizh bloaz ouzhpenn o sevel e vez. An daou savadur-se a vez gwelet evel pennoberennoù al luskad anvet savouriezh eeunek.
Meulet eo bet ar savadur azalek ar bloavezhioù 1930 gant arzourien evel Pablo Picasso pe André Breton (hag izili al luskad dreistrealour dre vras). Lakaet eo bet da vonumant istorel e 1969, hag André Malraux a lavaras e oa ar skouer nemeti eus an arz eeunek. Bez an didrouz hag an diskuizh difin a voe enskrivet war roll ouzhpenn ar monumantoù istorel e 1975.
Ar Palez peurvat a vez gwelet evel skouer gentañ ul luskad anvet endroioù arz. Studiet eo bet al luskad-se ken abred hag e 1962 [1], hag hiziv an deiz ez eo brudet er bed a-bezh. Liammet eo ivez ouzh luskad an arz garv. Meur a arzour evel Robert Tatin pe Niki de Saint-Phalle a zo bet awenet gant ar Palez peurvat.