Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn PopSkeud - Pennad skignet d'ar 17.03.2014

30 munut

DEVENDRA BANHART "Mala" (2013) 1/5

Pennad-komz kaset da benn gant : Gwenael Kere

Adskignet a-ziàr abadenn an 18.3.2013

Ar brudetañ hippy mod-newez neus embannet e eizhved albom, Mala, ha seblantiñ a ra distroiñ d'an orinow. Devendra Banhart, ganet ba'n Teksas, tremenet dre Venesuela, ha savet a Galiforni, oa dàet da voud fri-galion un houlenn folkerion psykedelik newez e komañsamant ar 2000s, ged e doniow akoustik braw, e ganennow romantel ha posiow e darempred ged an Douar. Embannet neus albomiow a galite, pa ken souezhus peb gwezh, enoeius mem amañ hag ase... Ged Mala en deus kavet an tu da reneweziñ an awen a-gent, heb koll na dinah an hentow newez-kavet : ema etre an dow, 'st èl m'en dehe desket dibab ha gouarniñ an traow interessus hebken.

Komañs a ra an albom ged kanennow teñwelig ("Daniel"), tremen a ramp dre pasennow elektro yen ("Für Hildegard von Bingen"), ni ra un dro-vale ba doo-wop ar 50s ("Your fine petting duck"), mes iwe ba bed ar reggae ("Won't you come over"), hag ur sort ema unvan an ollad.

Devendra Banhart a ziskoueza amañ an oll duiow ag e bersonelezh-musik, liesliw, souezhus, voulous ha douss, ha toud an traow-se a glota mad getoñ ha ged an amser a-vremañ. Un albom mad ew !

T.REX "Cosmic dancer"
in Electric warrior (1971 . Fly)

CHRISTOPHER OWENS "New York City"
in Lysandre (2013 .

CHRISTOPHER OWENS "Here we go"
in Lysandre (2013 . Turnstile)

ALPINE DECLINE "Drunk on crystal fire"
in Night of the long knives (2013 . Laitdbac)

DEVENDRA BANHART "Never seen such good things"
in Mala (2013 . Nonesuch)

VANESSA PARADIS "Love song"
in CDsingle (2013 .

Liammow an deiz :
> Devendra Banhart
ha
> T.Rex
> Alpine Decline
> Christopher Owens

Forom

  • 1...1/1
  • Ho abadenn POPSKEUD

    14.09.2011

    Kani du

    Ho abadenn zo kani gwellañ 'moa ket james kleùet a-houde gwerso. Braù ! Kendalhit èl-sen. Joé.

Kas ur gemennadenn