Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Deomp dezhi ! Abadenn ar vugale - Pennad skignet d'ar 08.10.2014

3 munut

Ar sandwich robod

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé, Bleuenn Raynaudon Kerzerho

Ur rekipe heñchet war boued an dazont, ar sandwich robod, ur rekipe fentus ha lipous a c'heller aozañ evit un deiz ha bloaz pe ur gouel bennak a lako ar vugale da zebriñ gant fent. Selaouit an abadenn ha sellit ouzh ar skeudenn evit kaout sikour.

Titouroù pleustrek :
Ezhomm ho po:
- Bara miñvig leun (pain de mie complet)
- 1 vi kalet ha troc'het e daou
- 2 gwastell sec'h holennek
- Bazioù ha rondennoù (rondelles) olivez, karotez ha kokombrez.
- 2 domatez kerez troc'het e daou
- Takadoù mayonnaise
- Bazioù ha karezioù gruyère

Kas ur gemennadenn