Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 17.11.2014

2 vunud

Breizh Unvan : dirak burevioù an deputeed.

Gant : Tangi Thomin

Pennad-komz kaset da benn gant : Katell Uguen

A-benn sachañ evezh an dilennidi en eus Breizh Unvan galvet d'en em vodañ disadorn vintin dirak burevioù an 8 kannad a zo e Penn ar Bed 'benn goulenn ma vo adstaget departamant al Liger Atlantel ouzh rannvro Breizh. Tolpadegoù a-seurt-se a oa aozet ivez en departamantoù all er vro, ur sizhunvezh goude ar vodadeg gentañ e Montroulez dirak burevioù kannad erlec'hier Marylise Lebranchu, ministez ar reform Stad. Tangi Thomin a oa dirak burev an Itron Guittet e Lesneven disadorn vintin. Katell Uguen 'n eus goulennet hiroc'h gantañ.