Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Sevenadurioù (e brezhoneg) - Pennad skignet d'ar 07.03.2015

60 munut

1 bloaz eo Bretania, porched sevenadurioù Breizh

Diskouezadeg Diskouezadeg "Glad disanvezel" bet sevenet gant BCD.

Gant : Ronan Le Coadic, Mari-Pol Gouret, Melaine Looten, Jorj Botuha, Mikael Le Bihannic, Philippe Lanoë

Pennad-komz kaset da benn gant : Christian Rivoalen

Bloaz 'zo oa bet roet lañs d'ar porched Bretania, ur pezh mell benveg a ro an tu da glask dielloù a bep seurt a denn da Vreizh a-drugarez d'ur rouedad kevelerien.
Kinnig a reomp deoc'h ober muioc'h anaoudegezh gant ar gKreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) a ginnig teulioù liesseurt digor d'an holl en he div vediaoueg (e Sant-Ervlan ha Gwened) ha war ar rouedad.
Evit ar rubrikenn "PCI" - Glad sevenadurel dizanvezel - eo aet Yaelle ar Mouel d'ober un tamm tro e atalier Jorj Botuha, soner bombard hag oberour binvioù sonerezh.
Lakaet vo ar gaoz ivez war an diskouezadeg "PCI" ez eus tu gweladenniñ betek fin miz Ebrel e Plougerne, ha war an devezh Becedia a vo dalc'het d'an 20 a viz Meurzh e Plougerne ivez diwar-benn an tem "Liesseurted-keginañ hag an treuskas", hep disoñjal ar c'hliche video nevez : Breizh Douar industriel.

Titouroù pleustrek :
Play-list :
Pladenn 'NDIAZ, « Départementale 787 » ;
Rozenn Talec ha Lina Bellard, pladenn Leiz an Dorn, « Gwerz ar marv » ;
Jorj Botuha, Pascal Guingo, Pascal Marsault, Philippe Quillay, Pladenn Plijadur, « Mod Gregam ».

http://www.bretania.bzh