Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Selaou Selloù - Pennad skignet d'ar 30.06.2015

94 munut

Alje 57 skrivet gant Pierre Emmanuel Marais lennadenn Loik Jade

Pierre Emmanuel MaraisPierre Emmanuel Marais

Pennad-komz kaset da benn gant : Lou Millour

Alje 57 zo ur romant brezhonek savet gant Pierre-Emmanuel Marais, hag embannet e 2012 gant Al Liamm.
Kaoz zo ennañ eus ar "Genkiz Susini" hag eus ar jahinañ a-enep da stourmerien aljerian ha da soudarded c'hall zoken.
Daoust ha gouest eo an nen da zisoñjal euzhadennoù ar brezel ? Yann Lozac'h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeliñ, ne c'hell ket kaout an dizober eus an eñvorennoù kriz-se o krignat e spered bremañ m'eo distro d'e vro.
Da goulz an avaloù, p'eo deuet ar poent d'ober sistr e teu war e spered eñvor Tara, an Aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, "evel ur wagenn a zic'hoanag oc'h aloubiñ e ene".
Tapet e oa bet en ur pech, eñ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien.
Ul lennadenn gant Loik Jade
Ur skrivagner ganet e Naoned eo Pierre-Emmanuel Marais. Ganet eo e 1968 en ur familh a orin eus Kastellbriant ha Gwenrann. Skrivet en deus levrioù, romantoù , ha danevelloù e brezhoneg hag e galleg. Danevelloù zo bet embannet gantañ e-barzh ar gelaouenn Al Liamm.
Desket en deus brezhoneg e-kerzh ar c'hentelioù noz e Naoned, ha bet eo kelenner ivez diouzh an noz e-pad pemp bloaz.
Krog eo da skrivañ e brezhoneg abaoe un toullad bloavezhioù hag en em varreka seul ma skriv. Kalz a blijadur a zegas se dezhañ. Disheñvel eo skrivañ e brezhoneg diouzh ar galleg, met ne oar ket perak. Marteze ez eo abalamour ma lak ar brezhoneg anezhañ da hunvreal dre ma 'z eo un tammig hud.

Kas ur gemennadenn