Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 05.11.2015

2 vunud

Freuz-stal gant Emgleo Breiz.

Gant : Fañch Broudig

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Freuz-stal 'neus graet Emgleo Breiz, an diviz 'oa kemeret ar sizhun dremenet get lez-varn koñvers Brest. Krouet 'oa ar gengevredigezh 60 vloaz 'zo 'vit brudañ ha lakaat war wel ar brezhoneg& brezhoneg skrivet 'mod Falc'hun : skol-veureg. Diouzhtu 'neus embannet Emgleo Breiz levrioù: 700 anezhe en holl edan 60 vloaz! Ur c'holl evit an embann e brezhoneg 'pa 'ouier 'oa embannet geriadurioù Jules Gros hag ur bochad traoù all gant ar stal 'zo staliet 'ba Brest. Muioc'h a zisplegadennoù gant Fañch Broudig, prezidant Emgleo Breiz a-c'houde 2002 war 'pezh 'zo en em gavet gant ar stal. Gant Erwan Blanchard.