Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Re bell ganti - Pennad skignet d'ar 13.01.2016

72 vunud

Ar re ruz o blev

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant, Lou Millour

D'an 12 a viz Genver e vez lidet 'Kiss a Ginger Day', un devezh gouestlet da bokañ d'an dud gant blev ruz. Perak 'ta gouestliñ un devezh d'ar re ruz o blev ? Ar fed eo ez eus c'hoazh tud gwasket peogwir eo ruz o blev. Hannah, plac'h yaouank a Zouarnenez, Niza, maouez kozh eus Kemperle, ha Lena Louarn, bezprezidantez rannvro Breizh, ruz o blev, a ro o soñj war 'pezh a chañj en o buhez liv o blev.