Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 17.02.2016

2 vunud

Sailing for Change : Tro ar bed àr-vor hep lousteri.

Gant : Brendan Goumon

Pennad-komz kaset da benn gant : Yaëlle Le Mouël

Setu ur raktres douget get Igor, Robin, Brendan ha Joaquim, mignoned anezhe a-c'houde pell. 'benn miz Gouel-Mikel ketañ eh int kuit a gourenez Rewis àr-vord o bag anvet Ekolobri. Emren e vint a-fed energiezh hag o fal eo beviñ hep gober lostaj erbet. Daou vlez e pado o beaj àr ar morioù. Maeronez ar raktres eo Bea Jonhson hag a zo anavet evit beviñ stumm zero dechets pe lostaj erbet. Gouiamp pelloc'h get Brendan Goumon unan ag ar pevar martolod yaouank é penn an avantur-mañ.

Titouroù pleustrek :
http://sailingforchange.com