Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 19.04.2016

45 munut

Orinoù ar yoga gant Manu Mehu

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Muioc'h muiañ a dud a zo dedennet e broioù ar C'hornog gant ar fed da bleustriñ Yoga, ha koulksoude e vez heuliet kentelioù ganeomp hep gou 't da vat ar pezh eo. Gwellet vez Yoga 'giz ma vefe ur pleustr a vez graet ur wech ar sizhun goude an devezh labour evit en em zistenniñ, ha koulskoude eo kalz muioc'h evit ur sport. Manu Mehu eo anavezet e vouez gant ar selaouerien marteze, e-giz e vez klevet anezhañ war gwagennoù Radio Breizh Izell, met amañ eo evel kelenner war ar Yoga e brezhoneg, eo deuet da respont da c'houlennoù Tunvezh Vloagen : da betra denne ar Yoga 3000 bloaz 'zo ? Penaos eo erruet deus bro India da Gornog ar bed ? Ped doare Yoga disheñvel a zo ?