Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 01.12.2016

2 vunud

Brasoc'h eo Ti Numerik e Rostren.

Gant : Nicolas Le Duin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer

E Rostrenn, e kreiz Breizh, zo staliet un ti abaoe 2013 da zegemer tud a labour pell deus o embregerezhioù evit abeg pe abeg, a-drugarez d'an internet, Ti numerik e anv. Un doare d'ober zo tu da envel pelllabour, hag ac'h a war-raok buan, asantet gant muioc'h mui a bennoù bras embregerezhioù, dreist-holl pa vez kavet lec'hioù a-seurt-se da vodañ tud, 'lec'h leskel anê da labourat en o zi. Hag ur chañs moarvat, evit degas labour, ha tud 'ta, war ar maez. Adalek hirie 'vo brasoc'h Ti Numerik e Rostrenn da daliñ deus an ezhommoù degemer tud. Displegadennoù gant Nicolas Le Duin, hag a labour ennañ, evit un embregerezh staliet e Roazon. Gant Tugdual Karluer.