Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Pennad skignet d'ar 04.07.2016

14 munut

Abadenn Nnn 193 : Lizher ag an 23.02.1917

Pennad-komz kaset da benn gant : Andrea Le Gal, Catherine Pasco

Abadenn Nnn 193
Lizher ag an 23.02.1917
Lec'h : Rollot

Gwelet hoc'h eus Lafabrier ? ... Ker eo an houarnerezh bremañ èlkent ! ... Diwallit a welet hepken parfeksion an dud er bed-mañ... Mab-den a esae kuzhet e dechoù... Kement den a zo a zoug, hed e vuhez, pouez techoù e dud kozh... Kement den a zo àr an douar en deus, a-hend-arall, e eneñv hag e volontez d'er sikour... Nend eus 'met brezel er bed-mañ... Meur a wezh ema ar Mad a sour, meur a wezh ema ar Fall... An dra-se nend eo ket a-walc'h neoazh evit koll kalon ha krediñ ne c'heller ket bout eürus meur a wezh... Marse c'hwi a gavahe tortev (tourteaux) da breniñ e'it ar saout... N'em eus ket-me james komprenet ivez ar pezh a rae ma zud é kaout loened hep boued da reiñ dezhe... Bepred em eus c'hoantaet un dachennn hec'h-unan... Hennezh a vo c'hoazh un huñvre moarvat em buhez ! ... Neoazh, goude ar brezel, mar kavimp un tachad èl-se, ne ouian ket ma ne achapahemp ket !...

Ar prizioù é krepel hag an argant é kreskaat ivez etre daouarn an dud. Mabden sammet get hiritaj e dud kozh (o sioù, o fezhioù mat ha fall). Frankiz mabden e-keñver ar vuhez a zo strizh a-walc'h : tonket eo da draoù zo. Ar fallantez a zo e-kreiz ar bed; an diaoul hag ar fall a gomand er bed. Met Doue a zo madelezhus evit ar re en douj... Soñjoù pell ag hor re-ni : diwall a dreuzkompren hag a dreuzvarniñ. An dachenn huñvreet. Mona ar Chouantez atav.
*