Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Pennad skignet d'ar 13.09.2016

14 munut

Abadenn Nnn 195 : Lizher ag ar 21.02.1917

Pennad-komz kaset da benn gant : Andrea Le Gal, Catherine Pasco

Abadenn Nnn 195
Lizher ag ar 21.02.1917
Lec'h : Rollot

Mar fari ar Person get ar chomlec'h... Ker-mat eo ar botoù èlkent... Kaset e vo saboterion da labourat àr o mecher... Kontant on goût e kerzh an traoù get ar vatezh... Nend eo ket an dra-se a barraay doc'hti a ober he labour... Evit he dihun, c'hwi a c'hellahe lakaat ur c'hloc'h èl em boa lakaet !... Al loened a zo chomet pell hep gellout bout kaset da ves...Marse e chomimp amañ betek an taol bras... Grit d'ar gwellañ du-se, ha bezit sur e kavo mat ho Loeiz ar pezh a rahet : ar paour n'hell ket choaz.

Berr eo daet ar c'haved botoù-koad er vro a-gaoz d'an arme. Klask a zo àr ar saboterion. Berr eo daet da vout àr ar produoù, an danvezioù rekisañ (houarnaj, leraj, pezhioù luziniet...), àr an dud a vicher (goved, marichaled...). Bugale ar skolioù goulennet gete reiñ an dorn da serrezh houarn, paper, danvez, leraj... An traoù a zo gwazh c'hoazh en Alamagn : mervel get an naon, mizer ar vugale. Matezhed vihan, krennardezed gopret en tiegezh.