Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Lenn, son ha c'hoari - Pennad skignet d'ar 23.01.2017

27 munut

15vet Troiad filmoù-bevaat e brezhoneg

Pennad-komz kaset da benn gant : Pauline Daniel

Bep bloaz e vez kinniget da vugale ar vro dizoloeiñ filmoù-bevaat e brezhoneg. Aozet eo an droiad kenetre Daoulagad Breizh ha Dizale. Elen Rubin a ginnigo deomp program ar bloaz-mañ, klevet e vo ivez Sarah Floc'h, komedianez, admouezhiet ganti tudenn Sacha er film "E barr uhelañ ar bed", ha bugale skol Fañch Gwilhoù e Douarnenez a roio deomp o soñj diwar-benn ar filmoù bet gwellet ganto !