Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 20.01.2017

12 vunud

Kengred gant ar repuidi

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

Dibaoe 'meo bet dispennet junglenn Calais eo bet kaset ar repuidi a oa eno un tammig e pep lec'h e Frañs. Un toullad anezho zo bet degemeret e Tregon e-kichen Konk Kerne. E-touez an tregont erru a-hont eo chomet 18 den, familhoù an holl anezho. Ha daoust d'ar vanifestadeg oa bet aozet a-enepto pa z'int erru ez eus ur bern kevredigezhioù hag hiniennoù o sikour anezho er vuhez pemdeziek. E Scaer ez eus ur strollad anvet On est Bretons, on est solidaires et on agit hag a ra e seizh gwellañ evit m'en em sentfe er gêr amañ. Malou Gourlaouen a zo perzh eus ar strollad-mañ.