Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 02.03.2017

16 munut

Skoazell Vreizh

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant

Daou vreton a zo kouezhet dindan taol ar justis n'eus ket keit se. Tamallet zo dezhe bezañ laosket ur vombezenn dirak ur greizenn finañsoù ha bezañ bannet kokteloù Molotov ouzh daou archerdi.
N'eo ket diwar o fenn e vo komzet hiziv met reiñ a ra digarez deomp da zont en-dro war oberiantiz ur gevredigezh, Skoazell Vreizh, bet savet ouzhpenn daou ugent vloaz zo evit harpañ familhoù ar stourmerien bolitik harzet p'o deus kaset oberiadennoù 'maez-lezenn, p'eo doareet o stourm evel-se gant ar gwir gall. Fabris Kadou, sekretour Skoazell Vreizh..