Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 17.07.2017

12 vunud

Na maouez na gwaz : Ne vo ket c'hoaz deus ar Reizh Neptu

Gant : Cécile Jacque

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

E miz Mae ar bloaz-man zo bet kollet un emgann pouezus evit an dud a stourm war dachenn ar reizh. Goulennet oa gant un den etrereviat, he lesanv Gaetan, e vefe skrivet en ofisiel e oa ha neptu, na maouez na gwaz, war e gartenn idantelezh. Nac'het eo bet gant lez-terriñ bro C'hall. Embannet zo bet gant an dud a wir, eo rabad dont en dro war unan deus diazezoù an urzh sokial : binarelezh ar reizh. Ne chomo ket Gaetan war he vern goude diviz al lez-terriñ. Emañ e avokaded en soñj kas an afer betek lez Europa Gwirioù Bugel-den.
En a-dreñv e chom bro C'hall war gwirioù an etrerevidi. E Aostralia, er Zeland-Nevez, en Indez hag en Nepal e vez anavezet dija un trede reizh. E bro Alamagn ne vez ket goulennet o reizh digant an dud evit ar paperioù melestradurel. Aet eo Tunvezh Wloegen da c'houlenn he ali digant gopradez ar gevredigezh feminist "Gast!", Cecile Jacque.