Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.09.2017

2 vunud

Disoc'h 'vo gant France 3 Hirwazh 'benn miz Genver

Gant : Matthieu Herry

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

D'an devezh kentañ a viz Genver 'vo ket skignet an abadenn Hirwazh war an tele ken. Divizet eo gant renerien France 3 Breizh lakaat da baouez an abadenn geleier 'vez skignet war dro 7e bep noz. Kement 'mañ 'oa embannet, dilun beure, trumm da implijidi France 3 Hirwazh 'zo 'ba Brest. Dec'h, goude merenn 'oant en em vodet 'vit diskouezh o souezh . Matthieu Herry a labour 'vel kazetenner abaoe bloavezhioù a ro e soñj deomp.