Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 13.09.2017

2 vunud

Kore : Serrin ur c'hlasad daou zevezh goude an distro-skol

Gant : Gael Mandeix

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Krouiñ cheu etre ar c'hlasadoù divyezhek hag unan yezhek er skolioù Stad : E Kore e Penn-ar-Bed zo bet digorret ar bloaz-mañ un eil klasad divyezhek er skol. Ha daou zevezh goude an distro-skol o deus desket kerent ar vugale e vefe sarret ur c'hlasad unyezhek. Ac'hubet eo ar skol dibaoe dirgwener tremenet gant ar c'herent evit embanniñ o soñj war doareoù ar stad d'ober. Kaset vo ul lizher da vinistr an Deskadurezh Stad e kerzh ar sizhun gant kerent skol Kore. Hag evit disoc'hiñ ar stourm e vo manifestet diryaou e straedoù bourc'h Kore. Gael Mandeix a zo mamm ur bugel nevez erruet e klas divyezhek ar re vihan e Kore. Diskriviñ ra penaos voe tremenet an traoù.