Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 13.09.2017

2 vunud

Nac'het tilde e anv da Fanch

Gant : Bernez Rouz

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Nac'het eo bet gant Lez-varn Kemper d'ar c'hrouadur Fañch da zougenn an dildenn en ofisiel war e anv. Ganet e miz mae, ma voe bet asantet skrivañ anv ar bugel gant un tilde gant ti-kêr Kemper, ne voe ket bet gant ar Stad, dre ma n'emañ ket an « ñ » war listennad al lizherennoù c'hall aotreet gant al lezenn. Tremenet voe ar c'herent Bernard dirag an tribunal e miz gouere. Hiriv eo e voe d'ar barner reiñ e ziviz, hag emañ e stumm nac'h. Sañset e vo graet engalv deus an diviz gant ar familh. Bernez Rouz a zo prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh a ro e ali war an afer.