Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 13.11.2017

2 vunud

Battle Hip Hop an New School a oa dalc'het disadorn da noz e Kemper

Gant : Jules Nydell

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Dont a rae da glozañ ur mizvezh gouel aozet gant ar skol Hip Hop breton da lidañ o 15 vloaz. Gwellañ skipailhoù dañsourien ar bed a oa en em vodet e kêr-benn bro Gerne, d'en em gannañ evit ar plas kentañ. Daou tournamant a zo bet war ar memes tro : unan dre skipailhadoù 5 ha 5, hag egile dre hiniennoù. Kavet oa en o zouezh neuze tud o tont deus Venezuela, Russia, Brazil, Korea, Italie, Frañs, Breizh, hag all. Jules Nydell a zo plijet kaer gant ar sevenadur hip hop. Du-se oa, aterset gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.
Fin ar gont eo bro Gorea ar C'hreisteiz a zo bet kentañ skipailh ar bed, hag an dañsour Roger (distagañ « rodjeur ») deus bro Italia a zo bet dibabet evel gwellañ dañsour ar bed.