Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 29.11.2017

45 munut

Kasadenn ar c'hirvi e kreiz ar c'hoadoù

Gant : Jean-Yves Kervareg

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Bep bloaz, d'ar memes maread e penn kentañ an diskar-amzer, vez kalz a dud oc'h en em stropañ didrouz da noz e koed Lanouez er Morbihan. Ha petra eo a zesach o evezh er mod-se ? Youc'hadeg ar c'hirvi. Etre kreiz miz Gwengolo ha kreiz miz Edron damm dostig, e vez ar c'hirvi o parañ. Ha trouzus int, avat ! Kement ma 'z eo desachet aes a-walc'h evezh an dud, memes ar re n'int ket naturalisted anezho. 'N eus ket pell 'zo neuze, voe Tunvezh Wloagen-Grandjean 'n em gavet asambles gant Jean-Yves Kervareg, deus ar gevredigezh Breizh Bev, gant ar c'hoant klevet huchadenn bronneg brasañ Breizh.