Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 06.12.2017

45 munut

Paotr e valizenn

Paotr e valizennPaotr e valizenn

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Pezh-c'hoari nevez Teatr Piba a oa bet kinniget d'an dud d'ar c'hwec'h a viz Kerzu e sal an Arthémuse e Brieg. "Paotr e valizenn" a vez graet deusoutañ ha diwar testenn Mike Kenny eo bet savet, Boy with a suitcase. Asambles gant Radio Kerne en deus labouret Teatr Piba adarre a-benn sevel Paotr e valizenn. Benjamin Bouard a zo bet welet penaos oa an traoù a-raok an abadenn gentañ. Ar gomedianez Mai Lincoln, leurenner ar pezh-c'hoari Thomas Cloarec hag an teknikour Gwenole Peaudecerf a zo ouzh e vikro.