Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.01.2018

2 vunud

"Stad Gwallreuz Naturel" evit tevenn Kleder ?

Gant : Gérard Danieloù

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Skoet eo bet an aodoù 'ba Kleder, en hanternoz Bro-Leon, da geñver ar c'horventennoù Carmen hag Eleanor er sizhunioù diwezhañ. Ul lodenn vat eus an tevenn 'ba Kerfichen 'zo aet gant ar mor. Krignet 'zo bet pevar metrad a draezh war muioc'h 'vit 200 metrad. Goulenn 'ra maer ar gumun 'vefe lakaet al lodenn 'mañ eus Kleder dindan "Stad gwallreuz naturel". O c'hortoz ur respont emañ eus perzh servijoù ar prefeti. Bet eo Erwan Blanchard o welout disoc'h ar c'horventennoù 'mañ gant Gérard Danielou, maer Kleder.