Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 29.01.2018

45 munut

Dany Trick, majisian brudetañ Breizh !

Dany Trick (Foto : Le Télégramme)Dany Trick (Foto : Le Télégramme)

Gant : Dany Trick

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Ur majisian brudet a zo en abadenn hiziv ! Dany Trick a zo ganet e Motrev, kostez Karaez. Benjamin a zo bet o safarat asambles gantañ er Stang Veil, parrez Mellag. Du-hont emañ o chom abaoe un toullad bloavezhioù. Kontañ a ray peseurt-mod 'neus desket e droioù hag un nebeut a ziskouezo deomp e-doug an abadenn ivez. Ouzhpenn troioù a ra ivez ! « Teurvouezhier » eo ivez ! Hag hemañ a blij kalz dezhañ pesketa, c'hoari teatr, prenañ levrioù kozh ha renkañ anezho, skrivañ war e vlog Internet ... Plijadur a vo, sur !