Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 05.02.2018

45 munut

An Droed naturel, eil pladenn Lunch Noazh

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

Julien Vrigneault, soner sakso er strollad Lunch Noazh, zo deuet betek e studio Radio Kerne evit kinnig eil pladenn e strollad. Gant ar strollad 'vez kinniget ur meskaj pop, sonerezh hengounel ha jazz ha kanaouennoù e brezhoneg. Gant ar soner hon eus lakaet ar gaoz war al labour krouiñ, an awenioù, plas ar jazz en e vuhez hag e stil sonerezh.