Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 07.02.2018

51 munut

Liv an Amzer

Gant : Linda Guidroux

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Setu pezh 'zo bet laret ar mintin 'mañ :

Bugale klasad Didier Mercier e skol divyezh Georges Brassens e Languidig a blija dezhe kanal, sur. Ar reportaj, savet evit Ar an Hent ha Kornad ar vugale 'zo de selaou da

An efed wawa 'zo interesus a fed son, penaos 'vez graet evit kaout un disoc'h el-sen ? Loeiz Belleg a zispleg pep tra en e gronikenn Ar Hentoù an Antroposenn

Linda Guidroux 'zo oc'h ober war dro un ti-skluz war ribl ar Blavez, en Henbont 'kostez An Oriant. Lañset hi deus ur raktres: sevel ur planchod de zegemer ar sonerien hag an dañserien, de riboulat 'kostez ar c'hanol. Emañ e sevel argant, de laret eo hi deus krouet ur gount war ar lec'hienn internet Kengo. Aze e vez tu d'ar re a fell dezho sikour anezhi. Displeget hi deus penaos e tro an traoù, ouzh mikro Marc-Antoine Ollivier hag Enora Molac.

Penaos e ra ar merien evit analiñ ? Ar rummad amprevaned a zo àr gore hor blanedenn diboe an dinaosored. Setu ur gronikenn ginniget get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne, 2 vunutenn evit komprenn.

Tonioù :
- Farmers Market, A young girl made a crown of forest flowers
- Brigitte, Hier encore
- Ibrahim Maalouf, Hashish
- Mari Boine, Vuoi vuoi mu vuoi vuoi me

Kas ur gemennadenn