Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 09.02.2018

2 vunud

Ul lazh-ti kooperativel er Pont ?

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

E Pontekroez vo produet kig lec'hel hag a galite a-benn un nebeut mizhioù ac'hann. Setu da nebeutañ ar pezh emañ an ADAPOC o lakat e plas. Ar gevredigezha zo evit ma vo digorret en dro lazh-ti kornôg Kerne. Sarret voe bet abatouar Toulbroen, dalc'het gant ar strollegezhioù lec'hel, e miz meurzh tremenet.
Dimeurzh voe un emvod e Koñforzh evit d'an ADAPOC kinnig e raktres d'an dud. Ha berzh o deus graet : ur 100 den bennaket a oa deuet da kaout keloù, labourerien-douar evel just, mez ivez keginerien, treusfeurmourien, pe c'hoaz tud kontant da zebriñ kig ar vro.
Jean deus Beuzeg ar C'hab, a zo labourer-douar war e leve. E verc'h he deus dalc'het 16 deus e saout. Evit ar saverien loened evelti, bihan pe vihanoc'h, o chom er C'hab, er vro Vigouden pe e bro Douarnenez, n'eo ket aes dibaoe m'eo sarret lazh-ti ar Pont.